Kevread Lazioł-Kanań Breizh
30vet Breizh A Gan : an DVD
Atao da werzhañ : 20€ ! DVD an abadenn krouidigezh ha dibenn ar sonadeg gant 14 laz-kanañ :
Kavit en-dro tommder abadenn 30vet Breizh A Gan e Palez an Arzoù Gwened, bevit en-dro ar mareoù wellañ eus ar sonadeg, ar c'hrouidigezhioù war barzhoneg Tugdual Kalvez "Hor C'hanaouenn", bezit fromet o selaoù an abadenn diwezhañ gant 700 kaner deus Breizh a bez. An DVD a zo da werzhañ : 20€ hep frejoù hent ouzhpenn. Fichenn ragprenañ da gas en-dro d'ar c'hevread. Titouroù : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr

Kampionad Breizh al lazoł-kanań

7vet Kampionad Breizh al lazoù-kanañ a vo dalc'het e sal ar Family e Landerne, d'ar zul 15 a viz Gouere 2012, e-pad Gouelioù Kann al Loar. Evit lak añv ho laz-kanañ deuit e darempred gant Kanomp Breizh 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr. Digoust eo.
Ar reolennoù 2012
Lamet eo bet diouzh ar reolennoù an tonioù rediet er bloazh-mañ. Met kinniget a reomp d'al lazoù-kanañ deskiñ Distro ar Gelted (skrivet ant Youenn Gwernig) evit kanañ holl asamblez er fin an abadenn. Roll "Distro ar Gelted" e PDF
|
|
Manifestadeg d'ar 31 z viz Meurzh e Kemper
En em geñveriñ a ra Kanomp Breizh d'ar galv skignet gant evit mont da vanifestiñ d'ar 31 a viz Meurzh e Kemper. Ur manifestadeg braz e vo n erbed ar yezhoù bihan.
Evit gouzout muioc'h ha sinañ ar galv : http://deompdei-kemper2012.org/
Kerzhal a rint al lazoù-kanañ ezel Kanomp Breizh en ur ganañ. Kerzhit ha kanit asamblez gante !
Forom ar Re Yaouank : kanań e brezhoneg er skol
Krouet eo bet Forom ar Re Yaouank gant Kanomp Breizh evit ar skolidi. Kinniget e vo e trede abadenn d'ar 22 a viz Mae 2012 e Savenneg, e Bro Naoned. E-pad an deiziad emvod-se en em gavo klassadoù a bep seurt evit kanañ e brezhoneg. Un abadenn vraz a vo d'an abardeiz, hag a vo digoret d'an holl.
Un abadenn espar e vo peogwir a gemero perzh ur strollad tud yaouank Bro Gembre : Hogie'r Berffedwlad Cor. Ouzhpenn-se ur sonadeg, renket gant Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù evit Gouel Breizh, a vo dalc'het d'an noz gant ar strollad-se, e Savenneg.
Breizh A Gan hag abadennoł all Kanomp Breizh
Ur film gant Simon Guyomard
|
|
|