Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Kinnig Kampionad Breizh al Lazoł-Kanań 2013

8vet Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ
Landerne, e-pad Kann al Loar, 14 a viz Gouere 2013: Lakit añv ho laz-kanañ !
Gouel Kann al Loar ro plas ur wech all d’ar c’han e brezhoneg. Degemeret e vo ganti Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ, aozet asamblez gant Kanomp Breizh, e sal ar Family, e Landerne, d’ar zul 14 a viz Gouere 2013.
An holl lazou-kanañ a vo degemeret: lazoù-kanañ kemmesk, pe strolladoù paotred pe merc’hed, ha koulz ar strolladoù bihan hag ar re vrasañ. Goulennet e vez digand al lazou-kanañ kinnig ur roll tonioù e brezhoneg etre 15 ha 20 mn.
Pep strollad a c’hello lakaad e añv e eil rummad pe e rummad kentañ. Un trede rummad, añvet rummad « Selaou » a zo bet digoret er bloazh-mañ d’ar strolladoù nevez a fell dezhe kaout alioù hag evezhiadennoù digant ar juri, hep bezañ klaset na notennet.
Evel warlene, Kanomp Breizh a ginnigo digand al lazoù-kanañ eñskrivet kemer perzh en emvod aozañ a vo dalc’het e miz Mae, asamblez gant izili ar juri, hag ivez da emvod bilañs a vo dalc’het e miz Gwengolo.
Ar c’hampionad a vo war un dervezh a-bez: pleustradegoù diouzh ar mintin, kampionad goude merenn, dibunadeg ar sonerien ha kanerien (da vezañ koñfirmet), digor kalon ha pred.
Dizoloit amañ : - reolenn ar c'hampionad 2013 - roll an ton boutin evit an eil hag an trede rummad : « Breizh Va Bro »
Evit kout titouroù all, evit lak ho añv, deuit e darepred gant Kanomp Breizh : kanompbreizh@wanadoo.fr ou 06 32 29 79 29 et www.kanompbreizh.org
|
|
BAG 2012 : pennadoł-skrid

Ar pennadoù-skrid :
Ouest-France
Ouest-France
Ya
30vet Breizh A Gan : an DVD
Atao da werzhañ : 20€ ! DVD an abadenn krouidigezh ha dibenn ar sonadeg gant 14 laz-kanañ :
Kavit en-dro tommder abadenn 30vet Breizh A Gan e Palez an Arzoù Gwened, bevit en-dro ar mareoù wellañ eus ar sonadeg, ar c'hrouidigezhioù war barzhoneg Tugdual Kalvez "Hor C'hanaouenn", bezit fromet o selaoù an abadenn diwezhañ gant 700 kaner deus Breizh a bez. An DVD a zo da werzhañ : 20€ hep frejoù hent ouzhpenn. Fichenn ragprenañ da gas en-dro d'ar c'hevread. Titouroù : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr

|
|
|