Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Gouel Lazoł-Kanań Breizh

Breizh A Gan

Ur sonadeg braz eo Breizh A Gan, gouel al lazoù-kanañ a gan e brezhoneg. Krouet eo bet e 1982 gant Jean Gueho ha Jean Ledan, evit kengevread Kendalc’h. Bep bloazh e vez dalc’het en un iliz pe un iliz veur disheñvel e Breizh, sulvez kentañ miz Kerzu. E Bourc’h Vaz eo bet e 2012, e Gwened e 2011 evit an tregonvet Breizh a Gan, hag araog e Kastell-Paol, e Landreger, e Roazhon e 2008, en Naoned… Digoret eo da lazoù-kanañ ezel euz Kanomp Breizh, pep hini d’e dro. Pedet e vez Kampion Breizh ar bloazh. An abadenn-veur-ze a zo un doare da lakaat kompozerien Breizh da vezañ anavezet muioc’h, a drugarez d’an oberennoù nevez a vez kanet an dervezh-se, ha lakaet e vez an arvesterien da selaou lazoù-kanañ e-touesk ar re wellañ e Breizh.

 abadenn diwezhañ breizh a gan e landreger

Pennadoù-skrid

Breizh a Gan 2012 e Bourc'h Vaz : pennad-skrid Ya!

Film Breizh A Gan 2010 gant Simon Guyomard

Un tro evit an dud e karg ar c'hevread da ginnig an abadennoù renket gant Kanomp Breizh :

 

 

 

 


Breizh a Gan 2017

Breizh a Gan 2018 a vo dalc'het  d'ar sul 2 a viz kerzu e penniliz Kintin (22)

Evit gouzout muioc'h deuit e darempred ganeomp : kanompbreizh@wanadoo.fr  pe 06 32 29 79 29