Envoyer cette rubrique à un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoù-Kanañ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoù mignoned deomp
Plan du site

Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ

Kampionad

Kampionad Breizh al lazoù-kanañ a vez dalc’het bep bloazh, e miz Gouere, e-pad Gouelioù Kann al Loar, e Landerne, abaoe 2005. Digoret eo ar C'hampionad d'an holl lazoù-kanañ, gwregel, gourel pe kemmesk, ezel eus ar c’hevread pe eus an diavez. Tri rummad a zo. An trede rummad a zo ur rummad selaou : ne vez ket notennet na klaset ar strolladoù, met roet e vez dezho alioù ha kuzulioù. Mat eo evit tañvañ petra eo ur c'hoñkour, pe pa vezer ur strollad nevez. Mod all, e rañk ul laz-kanañ o kemer perzh evit ar wech kentañ lakaat e añv e eil rummad. Ha  pa vo roet dezhañ un notenn ouzhpenn 16/20, e vo degemeret e rummad kentañ ar vloazh da heul. Añvet e vez Kampion Breizh e-touez strolladoù ar rummad kentañ. 

Roll Kampioned Breizh abaoe penn-kentañ ar c'hampionad :

  • Kanerien Sant Karanteg (diou wech : 2005, 2006)
  • Mouezh Paotred Breizh (peder gwech : 2008, 2012, 2015 ha 2016)
  • Kanerion An Oriant (2009)
  • Allah's Kanañ (diou wech : 2010, 2011)
  • Mouezh Bro Konk - Kanerien sant Meryn (teir gwech: 2013, 2014 ha 2017)

final concours

maout ar c'hrouidigezh

Maout ar c’hrouidigezh

Profet e vez Maout ar C'hrouidigezh e-pad ar c'hampionad, evid un oberenn nevez skrivet. Ur c’hizelladur koad livet eo, oberenn an arzour Yann Olier, eus Speiet. Roet 'vez bep bloazh d'ul laz-kanañ d’egile. Bep bloazh e vez strapennet ur plak bihan d'en tu all ar maout evit derhel soñj euz añvioù al lazoù-kanañ aet ar maout ganto, hag añvioù ar c'hrouidigezhioù kinniget.


Abaoe 2008, maout ar c'hrouedigezh a zo aet gant :                                                           

  • Mouezh Bro Konk – Kanerien Sant Meryn, dindan renerez Jean-Yves Le Ven, e 2008 evit oratorio « Izild a Vreizh » gant Jean-Yves Le Ven ha Jeva Omnès 
      
  • Kanerion An Oriant, dindan renerez Marianne Lesavre e 2009, evit  « Euredenn e Bro Gwened – La Noce Vannetaise » gant an Abat Le Dantec.

  • Allah's Kanañ, e 2010  

  • Kan Awen, strollad Kreizenn an Arzoù Pobl Brest, renet gant Florian Desbans e 2011, evit  "Hor C'hanaouenn", komzoù gant Tugdual Kalvez, sonerezh gant Florian Desbans
  • Allah's Kanañ, e 2012, evit " Blaz ar C'henavo" gant Perynn Bleunven

  • Mouezh Paotred Breizh, renet gant Jean-Marie Airault, e 2013, evit ar c'hanadeg "Kan Glaz ar sklerijenn" gant Jean-Pierre Boulic, Job an Irien ha René Abjean

  • Kan Awen e 2014, evit an ton : "Me a zavo un Dourell" un ton hengounel kendoniet gant Florian Desbans

  • Hekleo e 2015, evit an ton : "Kan Mona" un ton hengounel Bro Iwerzhon, pozioù gant Yann-Ber Thomin

  • Mouezh Bro Konk - Kanerien sant Meryn e 2016, evit an heuliad "Nevezadur" kompozet gant Jean-Yves Le Ven war barzhonegoù Anjela Duval. Aet eo ganto ivez meneg ispisial ar juri evit kalite an destenn. 

  • Kan Awen, e 2017, evit " Truez evit ar Goulm" un heuliad tonioù savet gant Florian Desbans, war barzhonegoù Youenn Brusk. 

 

 Menneg ispisial evit kalite testenn un ton a zo aet gant, abaoe eo bet krouet : 

  • Mouezh Bro Konk ha Kanerien sant Meryn, evit an heuliad tonioù "Nevezadur" war barzhonegoù Anjela Duval. 

  • Paotred Pagan, evit an ton "Bugelig Eusa", ur barzhoneg gant Jean-Pierre Boulic, lakaet e brezhoneg gant Yann-Ber Premel, war ur sonerezh gant René Abjean. 

 

 


Penaos kemer perzh ?

Aes eo!

N'eus nemet mont e darempred gant
Kanomp Breizh :

06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr

Kaset e vo deoc'h ar reolennoù, ar fichenn eñskrivadur, ha folenn muzik an ton boutin (evit lazoù-kanañ an eil rummad nemeken).
Goulennet e vo deoc'h ivez ur chekenn 50€ a vo restaolet goude ar c'hampionad, ma kemerit perzh da vat.

Pedet e vit da un emvod aozañ ar c'hampionad, e miz mae, lec'h ma vo posubl kaout titouroù war an doare da varnañ, roll dervezh ar c'hampionad ha kejañ gant ar varnerien, renerien lazoù-kanañ all, hag izili komision ar c'hampionad...
Un emvod bilañs gant ar memes re a zo savet e miz gwengolo ivez.