Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kanomp Breizh

Istor kevread Breizh al lazoł-kanań

Diazezet eo bet Kanomp Breizh gant renerien lazoù-kanañ Breizh a oa bodet e kommision "Kan" kengevread Kendalc’h. Ganet eo bet dre boloñtez ar c’hengevread hag hini ar c’hompozer René Abjean, gant sikour Rannvro Breizh.

Pal Kanomp Breizh a zo kas war-raok ar c’han e brezhoneg, koulz war tonioù hengounel ha re a-vremañ. Skoazell a ra ivez kompozerien ar vro o sikour anezho da grouiñ oberennoù nevez evit al lazoù-kanañ. Brudañ a ra ar c’han e brezhoneg. Kanomp Breizh a zo ezel euz Kuzul Sevenadurel Breizh, Gouelioù Breizh, Kevre Breizh ha Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù.

Evit dont da vezañ ezel Kanomp Breizh e rañk ur strollad kanañ e brezhoneg holl e donioù, pe lod anezho.
Kinniget eo da izili Kanomp Breizh:

-       Kemer perzh e Breizh a Gan, ar zonadeg veur a vez dalc’het bep bloazh, kentañ sulvez miz kerzu, dibaoe 1982,

-       Kemer perz e Kampionad Breizh al lazou-kanañ, aozet asamblez gand Goueliou Kann al Loar e Landerne, d’ar 14 a viz gouere,

-       Bezañ kelaouet war sonadegoù al lazoù-kanañ all, ha war oberiantizoù ar c’hevread,

-       Kavout skoazell evit kanañ reizh e brezhoneg

-       Dizoloiñ tonioù nevez e brezhoneg (ul lodenn braz anezho a c'hell bezañ kavet war partotek lec'hienn Kanomp Breizh, digoust eo mont e-arzh evit an izili)

-       Bezañ kinniget da ouelioù ar vro, pe da dud a aoz sonadegoù.

Lazoù-kanañ Kanomp Breizh a zo bet savet e 2014 gant ar pal da grouiñ oberennoù meur e brehoneg. 

 

Lizher ganedigezh ar c'hevread e 2004 :

lizher ganedigezh

lizher ganedigezh 2


Evit mont e darempred gant Kanomp Breizh

Kenurzhiererezh :
Armelle Le Guillou
06 32 29 79 29
kanompbreizh@wanadoo.fr

www.kanompbreizh.org

www.facebook.com/kanomp.breizh/


Kuzul-merań ar c'hevread

Graet eo Kuzul-merañ Kanomp Breizh eus dilennidi al lazoù-kanañ, eus izili o-unan hag eus izili de facto : dilenniad Kendalc'h ha dilanniad ar renerien. 

Setu ar skipailh 2017 : 

Yann-Ber Thomin

Hekleo  Prezidant Darempredoù er maez
Jean Guého Représentant Kendalc'h  Eil-prezidant Darempredoù gant Kendalc'h, Breizh a Gan
Isabelle Kelenn Kan Awen  Sekretourezh Kirieg komision Bruderezh
Florent Christien Kan Izel Vor   Eil-sekretour   Ezel Komision Kampionad, karget eus ar Sekurite 
Pierre Le Roux  Mouezh Paotred Breizh Teñzorer Kenurzhier Bro Leon
Goulven Calvez Kanerien sant Meryn Eil-teñzorer  Karget eus ar Stalig hag an Embannadurioù
Jean-Marie Airault Lazoù-kanañ KB   KiriegKomision ar Renerien
Jacqueline Gétain Kanerion an Oriant   Kirieg Komision Kampionad, coordinatrice Morbihan
Camille Diquelou Kanerien sant Meryn    Raktressoù evit ar Re Yaouank
André Guéguen Mouezh Paotred Breizh   Kirieg eus ar Stummadurioù
Alan Hervé Ezel e-unan   Kirieg Komision Yezh
Renée Darlon   Anna Vreizh   Kenurzhierezh Bro Naoned
Louise Izem Kanerien ar Goëlo     
Bernard Le Rest Mouezh Bro Konk     
Geneviève Marchand  Boeh Santez Anna     
Marie-Renée Nicolas  Les Choralines-Korholen     
Pascale Le Gall Océanis   Kenurzhierezh Bro Gerne