Evit dont ezel eus Kanomp Breizh
Ul laz-kanañ emaoc'h ? Fellout a rafe deoc'h kanañ e brezhoneg, pe plijout a ra deoc'h kanañ e brezhoneg dija ? O klask kaout muioc'h a darempredoù gant lazoù-kanañ a gan memes tonioù evidoc'h ? Klask a rit kemer perzh en abadennoù aozet gant Kanomp Breizh (Breizh a Gan, sonadegoù braz...), fellout a rafe deoc'h kemer perzh e buhez sevenadurel Breizh ? Deuit davedomp !
Evit dont ezel eus Kanomp Breizh, n'eus nemet kas ul lizher luskadur da prezidant ar c'hevread. Kinniget e vo gantañ d'ar c'huzul-merañ. Da c'houde, e vo goulennet deoc'h paeañ ar skodenn a zigaso servijoù roet gant Kanomp breizh d'e lazoù-kanañ izili, evel :
- Kemer perzh e Breizh a Gan, ar sonadeg meur a vez dalc’het bep bloazh, kentañ sulvez miz kerzu, abaoe 1982.
- Bezañ kelaouet war sonadegoù al lazoù-kanañ all, ha war oberiantizoù ar c’hevread, dre newsletter Kanomp Breizh, Al Lizher, kaset a bep kaner.
- Kavout skoazell evit kanañ reizh e brezhoneg (stummadurioù war ar yezh a zo, kuzulioù ha skoazell a zo profet o goulenn d'ar c'hevread ivez
- Dizoloiñ tonioù nevez e brezhoneg dre partotek lec'hienn Kanomp Breizh a zo digoret nemet da lazoù-kanañ izili ar c'hevread.
- Bezañ kinniget da ouelioù ar vro, pe da saverien sonadegoù.
- Kaout priziou ispisial evit mont e barzh ar c'hampionad, ar vBreizh a Gan, pe evit rakpenañ levrioù ha pladennpoù embannet gant Kanomp Breizh.
Evit kaout titouroù ouzhpenn : 06 32 29 79 29 kanompbreizh@wanadoo.fr
Evit lakaat ul laz-kanań ezel eus Kanomp Breizh war roll un abadenn
Ezel komite ar gouelioù emaoc'h, pe aozañ a rit ur gouel ?
O klask ur strollad evit luskañ un abadenn ispisial emaoc'h ?
Fellout a rafe deoc'h lakaat ul laz-kanañ war roll ar gouel aozet ganeoc'h ?
Deuit e darempred ganeomp !
Ul lodenn vraz eus ar 25 laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh a zo dieub peplec'h e Breizh.
Gallout a rit ivez dibab etre al lazoù-kanañ kinniget e-barzh katalog strolladoù Kendalc'h :
Katalog strolladou Kendalch
Kanomp Breizh a c'hell sikour da zibab etre al lazoù-kanañ, o kavout ur strollad a zereo ouzh spered an abadenn
06 32 29 79 29 - kanompbreizh@wanadoo.fr