Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Lazoł-kanań Kanomp KB

Lazoł-kanań Kanomp Breizh

Krouet eo bet Lazoù-kanañ Kanomp Breizh e 2014, da vare 10vet deiz ha bloazh ar c'hevread. Bodet e vez 150 kaner ennañ, deus 12 laz-kanañ ezel ar c'hevread. Dont a reont eus Breizh a-bez, deus Gwitalmeze betek an Naoned.  
Al laz-kanañ, renet gant Jean-Marie Airault, a zo bet savet evit krouiñ pe adkrouiñ oberennoù meur e brezhoneg, gant ul laz-seniñ dek soner : Gwenaël Riou (ograou), Georges Bertholom (guitar), Jean-Pierre Dovilliers (gitar bout), Françoise Le Visage (telenn), Yann Goasdoué (biniou), Alain Nizou (tin-whistle ha uileann-pipe), Dominig Mahé, Gilles Troël et Ronan Pouliquen (bombardoù). 

An oberenn gentañ krouet gant Lazoù-kanañ Kanomp Breizh a zo kanadenn Ar Marh Dall, gant Job an Irien ha René Abjean. Teir gwech eo bet kinniget betek bremañ : e miz kerzu 2014 e Pondi, e miz gouere 2015 e digoradur gouelioù Kann al Loar e  Landerne, ha evel raksonadeg gouelioù Kerne e Kemper. 

Kanadenn Ar Marh Dall : 
Skrivet eo bet e 1978, ha kanet evit ar wech kentañ 35 vloazh zo e 1979 e-pad Bleun-Brug Plougastell. Ar c'hanadenn-se a zo leun a nerzh hag a lusk, gant pozioù a galv pas lakaat da goll hor yezh, hor sevenadur hag hon anav.  Chomet eo an destenn buhezus tre, hag a-vremañ (Job an Irien a lar ne jeñchfe ket ur ger deusouti ma vefe o skrivañ e oberenn en-dro hiziv), ha chomet eo ar sonerezh leun a strafuilhadenn.

affiche concert Ar Marh Dall

 

 

Lazoł-kanań Kanomp Breizh o pleustriń


Sonadegoł LKKB o tont

D'ar sul 16 a viz here, war Leurenn Glenmor Karaez, da 5e gm

Mont e-barzh : 15€
Titouroù, rakprenañ :  02 98 99 37 50

 

D'ar sul 4 a viz kerzu 2016, da 3egm, e iliz Plougerne, evit Breizh a Gan.
War roll lodenn gentañ ar sonadeg, al lazoù-kanañ :
Kan Awen, Hekleo, Paotred Pagan, Gwalarn Uhel (kampion eil rummad) ha
Mouezh Paotred Breizh (Kampion Breizh)

Mont e-barzh : 12€ / 10€ / digoust -12 vloazh
Titouroù, rakprenañ : 06 32 29 79 29 


Evit lakaat LKKB war roll gouelioł

Padout a ra ur 35mn bennak kanadenn Ar Marh Dall.
Evit lodenn gentañ ar sonadeg, kinnig a reomp deoc'h "Skeudennoù Breizh-Izel" koun eus maesadoù ar vro lennet ha kanet gant Gwenaël Riou o troadañ war an ograoù. Testennoù Flaubert, Brizeux, Suarez, Le Bras, a zo lennet gant Jean-Marie Airault, ha repont a ra dezhañ ul laz-kanañ paotred, graet eus izili Mouezh Paotred Breizh, o kanañ tonioù hengounel.

Posubl eo ivez lakaat ul laz-kanañ ezel Kanomp Breizh da ganañ e lodenn gentañ ar sonadeg. 

Priz abadenn Ar Marh Dall : 2500€, en ur gompren kached ar sonerien, ar frejoù hent, ar sono. 
Degemer : ur sal evit cheñch dilhad ha tommañ ar mouezhioù, ur pred pe ur merenn goude ar sonadeg. Ret eo ragwellet trawalc'h a amzer araog ar sonadeg evit staliañ ar sono, kempouezh ar binviji hag ar pleustradeg (2eur d'an neubeutañ). 

Evit kaout titouroù ouzhpenn, deuit e darempred gant ar c'hevread, mar plij.