Envoyer cette rubrique à un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoù-Kanañ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoù mignoned deomp
Plan du site

Mouezh Paotred Breizh

Evid respont da bedadenn ar gevredigez kembread  « The World Choir », meur a laz-kana paotred euz Bro-Gembre, Bro-Zaoz, Bro-Ganada ha Bro-Aostralia enni, eo bet savet eul laz-kana paotred e Breiz, e1993, gand Yann-Vari Airault ha Yann-Ber Premel. Mond a ra al laz-kana paotred-se  dre Breiz a-bez hag e broiou all ivez, o bruda, diouz e du, kanaouennou ar vro.

Renet eo Mouezh Paotred Breizh gand Yann-Vari Airault, abaoe ar penn kenta. Dibabet e vez ar roll-kanaouennou e-touez glad ar vro (kantikou pe kanaouennou ar bobl, meur a hini o veza tennet diouz ar Barzaz Breiz). Kanet e vez ivez gand al laz-kana toniou o tond euz broiou keltieg all ha re dastumet da geñver beajou pe darempredou gand lazou-kana all. Liammet e vez an hengoun hag ar zonerez a-vremañ dre zigemered oberennou sonaozerien yaouank.

Dibar eo al laz-kana paotred-se abalamour d’e ganerien o tond euz Breiz a-bez ha diouz an diavez, o kana e brezoneg war peder mouez disheñvel.
Kampion Breiz eo bet añvet Mouezh Paotred Breiz e 2008,e 2012, e 2015 hag e 2016 !


Darempred : guillois.b@orange.fr 

Lec'hienn http://choeur.mpb.free.fr

MPB