Envoyer cette rubrique à un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoù-Kanañ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoù mignoned deomp
Plan du site

Roger Abjean

Bet ganet e 1925 e Plouider, e tizolo ar galleg da seizh vloaz er skol. Goude studioù e skolaj Lesneven, ez a tre kloerdi bras Kemper e 1944. D'ar mare-se eo e tesk da vat ar sonerezh. Anvet eo da veleg e 1949 evit ur bloaz en enez Sun. Frommet eo gant mouez ar besketerien a gan kanaouennoù da vezañ kanet da zeiz Gwener ar Groaz en iliz e lec'h mont da besketa.
Setu divizet e dazont : e-pad dek vloaz e Landivizio, pemp-war'n-ugent e Montroulez ha ugent e Karanteg e vo gouestlet e vuhez da ziorenn sonerezh Breizh e servij an Iliz.
Laz-kanañ Kanerien Bro Leon bet krouet gantañ a dap ar priz kentañ e kenstrivadeg broadel al lazoù-kanañ e Pariz. Deuet fall eo ouzhpennañ kanaouennoù nann-relijiel ha kollet gantañ e ditl a vestr ar chapel. Ne vern dezhañ hag ur wech staliet e Montroulez e ro lañs d'ul laz-kanañ nevez, Kanerien Sant Vaze. Lakaat ra da ganañ kantikoù ha kanaouennoù Breizh met ivez oberennoù klassel : tapet e vez gant al laz-kanañ priz kentañ kenstrivadeg etrevroadel ar gwellañ enrolladur e 1964 a drugarez d'ar bladenn Judas Macchabée gant Haëndel. En hevelep bloaz e sav gant Georges Le Coz kentañ kor gwazed Breizh. Da heul reolennoù liderezh nevez an Iliz e sav un oferenn e brezhoneg penn da benn, Oferenn war gan. Laz-kanañ Bro-Leon bet krouet gant skoazell Georges Le Coz e 1968, a zigor kentañ gouel abati ar Releg e 1971, ret eo gouzout ez eo Roger Abjean kizidikaet ivez gant dazont ar vein kozh. A bouez bras eo bet e gejadenn gant Eliane Pronost. E-pad meur a vloaz e kanont gant Pevarad Bro Leon ha d'ar mare-se eo e vo graet dibaouez sonadegoù, enrolladoù, pladennoù (ouzhpenn 60) hag embannadurioù. E 1985 ez a d'ober war-dro parrez Karanteg. Graet eo bet marc'heg al Lejion a Enor e 2005.

(diwar lec'hienn Skol uhel ar Vro)