Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoù-Kanañ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoù mignoned deomp
Plan du site

STALIG

Golo levr Eostad Rene Abjean

NEVEZ ! Da vezañ embannet e miz even 2019

Eostad René Abjean 3
Levrenn I an tonioù dastumet ha krouet gantañ

Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur a-bouez eo al levr-se, profet d’al lazoù-kanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg.

Embannet e vo e miz even 2019.
Priz poblek 27€
Priz ispisial o rakprenañ 22€ (beteg ar 15/06/19) + 5€ frejoù post

Golo levr Peder Vouezh

Peder Vouezh 2

40 folenn muzik tonioù savet gant ar c’hompozer ha rener laz-kanañ aet Maout ar C’hrouidigezh meur a wech gantañ e Kampionad al Lazoù-Kanañ, a vo kavet el levr-mañ. Tonioù hengounel deuet a-wechoù klasel o vezañ bet kanet gant Alan Stivell, hag ivez tonioù eus an abadenn BALAVEN. Evel un hekleo d’an heuliad-se e vo kavet ivez  pachoù pi, androioù, valsoù, polka, hag un neubeut tonioù bale. Dont a ra ar c’hrouidigezhioù kinniget eus an heuliad NEVEZADUR. An tonioù-se, war barzhonegoù Anjela Duval, a c’hell bezañ kanet unan hag unan, hep noasout da komprenidigezh an testennoù. Gant tri ton eus  Youenn Gwernig e vo klokaet roll an tonioù-se plaset dindan askell Sant Kaourintin, patron Kerne. Levr e brezhoneg.

Priz poblek 27€ + 5€ frejoù post

Golo Geriadurig ar Ganerien

Geriadurig ar Ganerien

Ar geriadurig-godell-se (ment 10x14cm), a vo aes da lakaat e sac’h peb kaner, peb rener laz-kanañ, peb soner a fell dezhañ lakaat muioc’h a vrezhoneg e buhez e strollad. Dastumet eo bet gant Alan Herve ha Yann-Ber Thomin gerioù ar sonerezh, hini ar c’horf, implijet pa vez tommet ar mouezhioù, hag hini buhez al laz-kanañ hag ar sonadegoù evit krouiñ ur beñveg aes da implij ha buhezhus, savet a-ratoz evit lazoù-kanañ Breizh. Levr brezhoneg/galleg.

Priz poblek 9€ + 3€ frejoù kas

Golo levr Yvonne Breilly

Yvonne Breilly-Le Calvez
Breiz, barzoniez ha laz-kanañ

El levr bihan-se e vo heuliet hent dispar ur vaouez meur e bed al lazoù-kanañ : Yvonne Breilly-Le Calvez. A-hed ar pajennadoù, e kont ar skrivagnerienn, kenurzhiet gant Yvon Trinquet, neudenn buhez plac'hig yaouank Dirinonn, n'eo morse bet ankounac'het ganti from ar c'hanaouennoù brezhoneg e iliz he farrez. Lakeet e vo war well ivez he buhez skolaerezh, he buhez renerezh laz-kanañ, ha dizoloet e vo bed braz ar saverezh muzik, gant ur faltazi awenet gant oberennoù barzhed Breizh. Levr divyezhek brezhoneg / galleg. Troidigezh gant Yann-Ber Thomin

Priz poblek 9€ + 2€ frejoù post

Golo levr Rene Abjean

René Abjean & Ar Marh Dall 

E-barzh al levr bihan-se e restaol deomp Jean-Marc Kernin kaozeadennoù e n'eus bet gant ar c'hompozer ha rener lazoù-kanañ. Displeg a ra deomp penaos eo bet krouet e oberenn brudetañ, kanadenn Ar Marh Dall. Levr divyezhek, troet e brezhoneg gant Maguy Kerisit. Ment 12x17, poltriji gwenn ha du.

Priz poblek 8€ + 2€ frejoù post

CD ar Marh Dall

 Ar Marh Dall 

CD kanadenn brudetañ René Abjean ha Job an Irien. Enrollet live eo bet e Pondi Ar Marh Dall kanet gant an 120 kaner bennag Lazoù-kanañ Kanomp Breizh asamblez gant Gwenaël Riou (ograou), Jean-Pierre Dovilliers (gitar bout), Georges Bertholom (gitar), Françoise Le Visage (telenn), Alain Nizou (tin whistle), Yann Goasdoué (biniou braz), Ronan Pouliquen, Gilles Troël ha Dominig Mahé (bombard). Renet int holl gant Jean-Marie Airault

Ivez war ar bladenn : lodennoù Kampionnad Breizh al lazoù-kanañ 2014.

Priz poblek 15€ + 2,50€ frejoù post

Golo levr Kanomp Breizh 1

Kanomp Breizh 1 
Tonioù kembraek, keltiek ha klasel lakaet e brezhoneg evit al lazoù-kanañ

81 folenn muzik tonioù Bro Gembre, tonioù keltiek eus Bro Skos ha Bro Iwerzhon, ha tonioù klasel, a zo bet bodet el levr-se. Skrivet eo bet evito pozioù e brezhoneg. Gant ur ragskrid skrivet gant René Abjean, bet dastummet an tonioù ivez gantañ, eo al levr-se ur gwir somm, ur benveg klok evit koristed ha renerien lazoù-kanañ a blij dezho kanañ e brezhoneg.

Priz poblek 25€ + 5€ frejoù post

visuel cd A hed an amzer

 A-Hed an Amzer, Au Fil du Temps

An daspunerezh-se a vod tonioù enrollet gant lazioù-kanañ Kanomp Breizh war-dro mareoù-bloazh, ha gouelioù. Un droiad-vale brav a-hed ar bloavezh hengounel.

Priz poblek 10€ + 3€ frejoù post

visuel an deiz a darzh

 An Deiz a Darzh
Les Chœurs Classiques en Breton

Kamponerien breizh a zo bet alies awenet gant tonioù klassik roll-skridoù europa ar 19ved ha 20ved kantved.
Peogwir e oa sur d'an dalvoudezh ar gwlad-se evit an dud a gav mat kan e brezhoneg, René Abjean n'eus bodet anezhe, ha n'eus kinniget d'al lazioù-kanañ Kanomp Breizh da enrollañ lod anezhe. Lod an tonioù-se a zo bet adlaket war barzhonegoù Marie Kermarec, Job An Irien pa Visant Seite, da skouer, d'ober un dastumadenn gant sonioù relijiel ha disakr. 
Bach, Haendel, Sibelius 'vo anavezet ganeoc'h didan sonennoù yezh Breizh.

Priz poblek 10€ + 3€ frejoù post

KINNIG ISIPISIAL a-hed an amzer +  an deiz a darzh = 15€ + 6€ frejoù post
 dvd BAG 2011


DVD 30vet Breizh a Gan
DVD ar sonadeg espar a zo bet dalc'het e Gwened e miz Kerzu 2011 evit lidañ tregontvet Breizh a Gan. Seizh laz-kanañ eus a re wellañ e Breizh o kanañ tonioù e brezhoneg war leurenn Palez an Arzoù Gwened: Kanerien sant Karanteg,Awel Dreger, Anna Vreizh, Mouezh Bro Konk, Kanerien sant Meryn, Kanerion an Oriant, Mouezh Paotred Breizh.

Priz poblek 15€ + 3€ frejoù post

 KINNIG DISPAR

 2 CD visuel cd A hed an amzer an deiz a darzh

                             + 1 DVD dvd BAG 2011 = 15€ + 6€ frejoù post !


Stalig

Kinnig a reomp deoc'h ivez :

Kraion feltr 3 liv
Akomod evit koristed a glask heuliañ o linenn kan war ar folenn-muzik! 
Gant logo Kanomp Breizh.
2,50€
surligneurs
 

Kraion-gom
Dister d'an holl !
Gant logo Kanomp Breizh
1,00€ 

crayons gomme 

Levrig folennoù-muzik Breizh a Gan 
(Meulomp Doue, Kan evit ar Peoc'h, Kenavo, Bro Gozh)
21x29,7
Embannadurioù Kendalc'h
5€
recueil Breizh a Gan 

Levrig Kan evit ar Peoc'h
Pozioù kanadenn Job an Irien ha René Abjean a-bez gant an droidigezh
12x18
Embannadurioù Kendalc'h
3€ 
recueil Kan evid ar peoch 


Urzhiañ produioù Kanomp Breizh

Trugarez da gas ar bon urzhiañ leuniet asamblez gant ur
chekenn e añv Kanomp Breizh da :

Kevread Kanomp  Breizh
E ti Yann-Ber Thomin
20 bali ar Rozbresk
29800 Landerne