Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kevread Lazoł-Kanań Breizh

Breizh a Gan 2018 - Krouidigezh kanadenn An Aval hag ar C'haliz

Krouet e vo kanadenn An Aval hag ar C'haliz, skrivet war pozioù gant Patrick Corlay, e Breizh a Gan Kintin, d'an 2 a viz kerzu kentañ. 
Skritell Breizh a Gan 2018

Kanet e vo an oberenn gant ur c'hant kaner bennag, eus Laz-kanañ Breizh, renet gant Jean-Marie Airault, heuliet gant Bruno Toulemonde (violon), Denis Guillou (gitar bout), Gwenaël Riou (ograou), Jo Van Bouwel (fleüt), Loïc Padellec (uileann-pipes ), Ronan Pouliquen (bombard).  

E lodenn gentañ ar sonadeg e vo klevet ar strolladoù : Kanomp ar Vro Sant Brieg, Kanerien ar Goëlo eus Sant-Ke Porz Olued, hag al laz-kanañ Kampion Breizh 2018, Mouezh Paotred Breizh.

Gallout a rit mirout ho plasoù evit ar sonadeg dispar hag a grogo da 3egm, d'ar sul 2 a viz kerzu e penniliz Intron Varia Kintin.
Mont e-barzh :
12€ o rakprenañ dre gKanomp Breizh pe o prenañ e Ti an Touristelezh Kintin ha Sant-Brieg. Ha war an Internet : Fnac, Carrefour, Géant, Système U, Intermarché www.fnac.com – www.carrefour.fr– www.francebillet.com 0 892 68 36 22 (0.40 € TTC / min)

14€ o vont e-barzh ar sonadeg, digoust - 12 vloazh.

Titouroù, prenañ bilhiji en araog : 06 31 81 26 47 - kanompbreizh@wanadoo.fr 

Kampionad Breizh lazoł-kanań rummad kentań : an disoc'hoł

Kampion Breizh 2018  Mouezh Paotred Breizh  17,54 / 20

MPB Kampion Breizh 2018

Eil  Kanerion an Oriant  17,18 / 20

Trede  Kanerien sant Meryn  17,03 / 20

Pevare  Kan Awen  16,33 / 20

Pempvet Paotred Pagan 15,98 / 20

C'hwec'hvet Kanerien ar Goëlo  15,86 / 20

Seizhvet  Hekleo  15,80 / 20

Maout ar C'hrouidigezh a zo aet gant Kanerion an Oriant evit ar ganaouenn Kroll an dell Marù, barzhoneg gant Yann-Ber Kalloc'h, sonerezh gant Evelyne Dodeur 
Roet eo bet ar Menneg ispisial evit kalite an detenn da Hekleo evit Keid Ma, pozioù e brezhoneg gant Yann-Ber Thomin, pozioù a orin ha sonerezh gant Gilles Vigneault 

Logo Kann al Loar

En 3ème catégorie, Audition Kanomp ar Vro Sant Brieg, de Saint-Brieuc.

Kampion eil rummad  Aber al Liger  17,72 / 20  Invité à monter en première catégorie l'an prochain 

Aber al Liger kampion eil rummad

Deuxième Orvez  17,37 / 20

Troisième  Kan ar Vro  16,45 / 20

Quatrième  Kan Izel Vor  14,80 / 20

Le Prix de la Création est attribué à Aber al Liger pour le chant : Adsavedigezh Breizh paroles de Taldir, musique et arrangements de Guy Pouliquen 

Embannet eo ! Geriadurig ar ganerien

Golo Geriadurig  
Ar geriadurig-godell-se (ment 10x14cm), a vo aes da lakaat e sac’h peb kaner, peb rener laz-kanañ, peb soner a fell dezhañ lakaat muioc’h a vrezhoneg e buhez e strollad. Dastumet eo bet gant Alan Herve ha Yann-Ber Thomin gerioù ar sonerezh, hini ar c’horf, implijet pa vez tommet ar mouezhioù, hag hini buhez al laz-kanañ hag ar sonadegoù evit krouiñ ur beñveg aes da implij ha buhezhus, savet a-ratoz evit lazoù-kanañ Breizh. Levr brezhoneg/galleg. Priz 9€ + 3€ frejoù kas. Kargit amañ ar BON URZHIAN.



Deiziater Kanomp Breizh 2018

06/10/2018  Kanañ e Brezhoneg Bro Leon

                    E skolaj St Joseph Montroulez
                    Stummadur war ar vouezh ha war ar yezh

13/10/2018  Kanañ e Brezhoneg Bro Gwened
                    E ti Kendalc'h An Alre
                   Stummadur war ar vouezh ha war ar yezh

02/12/2018  37vet Breizh a Gan 
                    e Kintin
                    Krouet e vo kanadenn
                    An Aval hag ar C'haliz
                    gant Laz-kanañ Breizh
                    

                              logo Facebook

 


Buhez al lazoł-kanań

KANERIEN AR GOELO
a gano e iliz Plian, d'ar sul 18 a viz du, da 4e30 gm.
War roll ar sonadeg e vo tonioù da zañsal e lodenn gentañ; hag e eil lodenn e vo oratorio
"War varc'h d'ar Mor". Heuliet e vo al laz-kanañ gant Michel Langlais o seniñ bodhran, Philippe Ribaut o seniñ bouzouki
ha Stéphane Blanchard o seniñ gitar, fleüt ha bombard. 
Mont e-barzh digoust, pephini a roio pezh e c'hello. 
Kanet e vo tonioù Nedeleg asamblez gant ha laz-kanañ Les Balladins des Sept-Îles eus Perroz, d'ar sul 16 a viz kerzu da 4e e iliz Sant-Ke Porzh Olued. 
Mont e-barzh digoust, pephini a roio pezh e c'hello.

 

MOUEZH PAOTRED BREIZH
Ur sonadeg gant MPB a vo d'ar sul 18 a viz du
da 5egm
e iliz Sant-Per ha Sant-Pol 29233 CLEDER


LES CHORALINES-KORHOLEN

a vo e iliz Piriac d'ar 7 a viz kerzu da 8e30 noz
evit ur sonadeg Nedeleg, asamblez gant lazoù-kanañ
Arc en Ciel ha Mosaïque.
Kanañ a raio ivez d'ar 14 a viz kerzu da 8e30 noz e iliz Herbignac


LA CLE DES CHANTS
Lidet e vo e 20vet deiz ha bloazh 
gant laz-kanañ Plouzeniel
dre ur sonadeg dispar asamblez
gant laz-kanañ Anna Vreizh eus an Naoned, 
ha Kanerien Kergoz eus Ar Gelveneg
d'ar 25 a viz du e iliz Plouzeniel, da 3e30gm. 


KROUIDIGEZH UL LAZ-KANAN
Raktress Kor Kan Keltia a zo da ganañ tonioù eus Breizh 
hag ar broioù keltiek kentoc'h en o yezhoù a orin.
Renet e vo gant Geneviève Marchand.
Darempred ha titouroù : 06 81 13 66 07 
korkankeltia@free.fr 


STROLLADOU O KLASK UR RENER
Laz-kanañ Kelc'h Keltiek Roazhon
Mouezh Bro Konk (Konk Kerne)
Ma dedennet oc'h evit ren unan anezho, deuit e darempred gant Kanomp Breizh