Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Ke˝vererien
Plan du site

Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh

An Erminig & an aerouant : ur CD a vo embannet e miz mae

Visuel CD l'Hermine & le dragon

ASTENNET EO RAGPRENAÑ AR CD BETEK AR 1an A VIZ MAE
CD an abadenn gant Laz-Kanañ Breizh ha laz-seniñ Paotred an Tan ar Morbihan evit lidañ al liammoù kozh etre Breizh ha Bro Gembre. Kinniget eo gant al laz-seniñ, a zo tost tre en e stumm eus kaniri Bro Gembre, asamblez gant al laz-kanañ, tonioù kembread gant komzoù e brezhoneg, hag a zo deuet da vezañ anavezet tre e Breizh. An tonioù dastummet d’en tu all d’ar mor o deus kavet o flas e hengoun kanet e Breizh. Kavet e vo ivez er CD ar ganadenn An Aval hag ar C’haliz ha Bro Gozh Ma Zadou.
Ar CD dispar-se a zo kinniget da 12€ o ragprenañ araog ar 1an a viz mae. 
15€ goude an embann e mie mae 2020.     

Evit urzhiañ, kargit amañ ar fichenn ragprenañ ha kasit anezhi en-dro da gKanomp Breizh, asamblez gant ho chekenn.  

Eostad RenÚ Abjean, un te˝zor evit al lazo¨-kana˝

Eo

Eostad René Abjean. Levrenn I an tonioù dastumet ha krouet gantañ.

Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur a-bouez eo al levr-se, profet d’al lazoù-kanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg. Embannet e vo e miz even 2019.

Priz poblek 27€

 Evit urzhiañ, kargit ar boñ urzhiañ, ha kasit anezhañ en-dro leuniet da gKanomp Breizh asamblez gant ho chekenn. 

 


Deiziater Kanomp Breizh

24/05/2020  Kampionad Breizh al lazoù-kanañ

                    Eil & trede rummad
                    Landerne
                    DIWEZHATAET E MIZ MAE 2021

05/07/2020  Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
                    Rummad kentañ
                    Landerne
                    DIWEZHATAET E MIZ GOUERE 2021

10/10/2020  Kanañ e Brezhoneg
                   
Dervezh stummadur war ar vouezh
                    ha war ar yezh
                    Plañvour (56)

06/12/2020  39vet Breizh a Gan
                 
  Iliz-Veur Kemper (29)

                    

 

 

 

                              logo Facebook

 


Buhez lazo¨-kana˝ ezel eus Kanomp Breizh

KANOMP AR VRO SANT BRIEG

A gkask e rener. Goude eo aet war e leve Jean Oriac e miz gwengolo 2019, renet eo bet laz-kanañ Sant Brieg gant Yvonne Guilmoto a oa renerez kordennad en araog.
Met hiziv, fellout a rafe da Yvonne, ha ne felle ket dezhi chom pell e penn al laz-kanañ istorel hag amiabl, leskel he blas. 

Ma dedenet oc'h, deuit e darempred gant Katherine Hénault, o c'houlenn da gKanomp Breizh. 

KANERIEN GWALARN UHEL

A zo o klask ur rener. Goude ouzhpenn 10 vloazh e penn laz-kanañ Gwitalmeze, fellout a ra da Albert Le Gall leskel ar blas da unan all.
Ar strollad leun a startijenn ha birvilher gant tro hanter-kant kaner ennañ a c'houlenn nemet kanañ ha kanañ en-dro ! 
Deuit e darempred gant Catherine Cottebrune (cat.cottebrune@hotmail.fr) ma plijout a rafe deoc'h ren al laz-kanañ.