Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Ke˝vererien
Plan du site

Anjela Duval

Anjela Duval, bet ganet Marie-Angèle Duval,  a oa ur varzhezh Breizh ganet diouzh an 3 a viz ebrel 1905 e Kozh-Varc'had e-kichen Plouaret (22). Aet eo da anaon diouzh ar 7 a viz du 1981, e Lannuon.

Plac'h nemeti ur familh gounidegien, adkemeret e oa bet an atant ganti (marvet eo he zad e 1941, hag he mamm e 1951). Pennherezh e oa chomet goude marv he c'hoar Maia, marvet o vezañ 10 vloazh (chomet eo-hi bev e lod eus barzhonegoù Anjela) hag hini he breur Charles. He unan eo chomet ivez a-hed ur vuhez a zizimez. A-enep eo bet atav en em zimeziñ peogwir ne felle ket dezhi heuliañ en harlu ur paotr, ur moaer karet ganti. Ur peizant paour ha simpl eo Anjela Duval, a skrive ha barzhonegoù war ur c'haier skol en he zi bihan eus Traoñ an Dour e Kozh-Varc'had, goude un dervezh labour staert er maezioù. 

Lenn a rae e brezhoneg abaoe e yaouankiz, met kroget he deus skivañ nemet e bloavezhioù 1960. Aet eo bet da skol ar seurezed e parrez Tregrom nemet etre 6 ha 12 vloazh. Tapet he deus goude-se ur c'hlañved an eskern setu perak he deus kenderc'hel deskiñ kentelioù dre ar post evit merc'hed diwar ar maez er ger. Gouzout a rae komz gwall vat e galleg, ha d'en tu all, desket he doa katekiz e brezhoneg evel e oa ar reolenn er mare-se.  

Klasket he doa ur gazetenn e brezhoneg, kinniget e oa bet dezhi Ar Bed Keltiek, hag a zo kentoc'h diouzh an tu nationalist Breizh. Hag-hi o vont a-du gant o mennozioù, pezh a oa dispar evit ur peizantez. 
Dizoloet e oa bet gant an arvesterien dre abadenn André Voisin Les Conteurs, e 1971.

 

Embannet eo bet he Oberenn glok e 2000. Moullet e 1000 skwerenn, buan gwerzhet, embannet eo bet en-dro e 2005, da vare kantvet deiz ha bloazh he ganedigezh. 

 

 

Bibliografiezh

  • Kan an douar - Brest, Al Liamm, 1973 (Le chant de la terre)

  • Traoñ an Dour (recueil posthume) - Editions Al Liamm, 1982

  • Tad-kozh Roperz-Huon (1822-1902) - Hor Yezh, 1982, 1992

  • Me, Anjela, Mouladurioù Hor Yezh - 1986 - ISBN 2-86863-023-5

  • Rouzig ar gwiñver - Editions An Here, 1989

  • Stourm a ran war bep tachenn - Editions Mignoned Anjela, 1998

  • Oberenn glok - 2000, 2005

Levrioù bet troet e galleg

  • Lenora Timm, A Modem Breton Political Poet, Anjela Duval A  Biography and an Anthology, Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990 (anglais)

  • Au fil des saisons - Gant ar mareoù-bloaz (bilingue, version française de Pierre Jakez Hélias), Coop Breizh, 1995

  • Quatre poires (bilingues, version française de Paol Keineg), Editions Mignoned Anjela, 2005

Sources

 Photo Anjela Duval (Site officiel) : http://www.breizh.net/anjela/galleg/aujour1.php

Bibliographie et oeuvre de Anjela Duval (article Wikipedia) : http://fr.wikipedia.org/wiki/Anjela_Duval