Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Lazoł-kanań ezel

Lazoù-kanañ eus Breizh a-bez a zo ezel Kanomp Breizh hiziv. Ar strolladoù a gan e brezhoneg, ha fellout a ra dezho lakaat an arvesterien dizoloiñ tonioù hengounel hag a-vremañ. Lazoù-kanañ disheñvel tre e vez kavet : strolladoù bihan tout, lazoù-kanañ braz kenañ, lazoù-kanañ paotred, merc’hed, pe kemmesk, strolladoù ollvrezoneg pe diouyezeg…

KAO

MBK KSM MR    
 KBL GwU KAG    
AV KDBP LCDC    
MPB PP MAM    
LO HKL KA    

 

Aber al Liger (Liger-Atlantel) 
Anna Vreizh (An Naoned)
Awel Dreger (Lannuon)
Boeh Santez Anna (Santez-Anna Gwened)       
Gwalarn Uhel (Gwitalmeze)
Hekleo (Landerne)
Kaloneu Derv Bro Pondi (Pondi)
Kan ar Vro (An Naoned)
Kan Awen (Brest)

 

Kanerien ar  Goëlo  (Sant-Ke Pors Olued)      
Kanerien Bro Lokorn (Lokorn)
Kanerien Sant Meryn (Ploveilh)
Kanerion An Oriant (An Oriant)
Kan Izel Vor (Ar Forest-Fouesn) 
Kanomp Ar Vro Sant Brieg (Sant-Brieg)
Kenvroïz Dom Mikaël (Plougerne)
La Clé des Chants (Plouzeniel)



Les Choralines-Korholen (An Durbal)
Mouez Ar Mor (Brest)
Mouez Rosko (Rosko)
Mouezh Bro Konk (Konk Kerne) 
Mouezh Paotred Breizh (rannvro Breizh)       
Paotred Pagan (Plouneour Trez)

 

 


Evit dont ezel eus Kanomp Breizh

Ul laz-kanañ emaoc'h ? Fellout a rafe deoc'h kanañ e brezhoneg, pe plijout a ra deoc'h kanañ e brezhoneg dija ? O klask kaout muioc'h a darempredoù gant lazoù-kanañ a gan memes tonioù evidoc'h ? Klask a rit kemer perzh en abadennoù aozet gant Kanomp Breizh (Breizh a Gan, sonadegoù braz...), fellout a rafe deoc'h kemer perzh e buhez sevenadurel Breizh ? Deuit davedomp !

Evit dont ezel eus Kanomp Breizh, n'eus nemet kas ul lizher luskadur da prezidant ar c'hevread. Kinniget e vo gantañ d'ar c'huzul-merañ. Da c'houde, e vo goulennet deoc'h paeañ ar skodenn a zigaso servijoù roet gant Kanomp breizh d'e lazoù-kanañ izili, evel : 

 

  •     Kemer perzh e Breizh a Gan, ar sonadeg meur a vez dalc’het bep bloazh, kentañ sulvez miz kerzu, abaoe 1982.

  •     Bezañ kelaouet war sonadegoù al lazoù-kanañ all, ha war oberiantizoù ar c’hevread, dre newsletter Kanomp Breizh, Al Lizher, kaset a bep kaner. 

  •     Kavout skoazell evit kanañ reizh e brezhoneg (stummadurioù war ar yezh a zo, kuzulioù ha skoazell a zo profet o goulenn d'ar c'hevread ivez

  •     Dizoloiñ tonioù nevez e brezhoneg dre partotek lec'hienn Kanomp Breizh a zo digoret nemet da lazoù-kanañ izili ar c'hevread. 

  •    Bezañ kinniget da ouelioù ar vro, pe da saverien sonadegoù.

  •     Kaout priziou ispisial evit mont e barzh ar c'hampionad, ar vBreizh a Gan, pe evit rakpenañ levrioù ha pladennpoù embannet gant Kanomp Breizh. 

Evit kaout titouroù ouzhpenn : 06 32 29 79 29  kanompbreizh@wanadoo.fr

Evit lakaat ul laz-kanań ezel eus Kanomp Breizh war roll un abadenn

Ezel komite ar gouelioù emaoc'h, pe aozañ a rit ur gouel ?
O klask ur strollad evit luskañ un abadenn ispisial emaoc'h ?
Fellout a rafe deoc'h lakaat ul laz-kanañ war roll ar gouel aozet ganeoc'h ?
Deuit e darempred ganeomp !

Ul lodenn vraz eus ar 25 laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh a zo dieub peplec'h e Breizh.
Gallout a rit ivez dibab etre al lazoù-kanañ kinniget e-barzh katalog strolladoù Kendalc'h :

Katalog strolladou Kendalch

Kanomp Breizh a c'hell sikour da zibab etre al lazoù-kanañ, o kavout ur strollad a zereo ouzh spered an abadenn

06 32 29 79 29  - kanompbreizh@wanadoo.fr