Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Fédération des Chorales Bretonnes
Partothèque
Le bulletin d'info de la fédération
Rechercher sur le site
Contactez-nous
Plan du site
Partenaires

Le bulletin d'info de la fédération

Keleier Kanomp Breizh n°101 Juin 2020

 

 

bandeau newsletter

KANOMP BREIZH O VONT DA HEUL AL LAZOU-KANAÑ WAR-ZU AN ADLAÑS

Chomet eo a-zav, e-pad mare ar c'henfinañ, tout oberiantezoù ar c'hevredigezhioù, ha dreist-holl ar pleustradegoù lazoù-kanañ a bep-seurt. Hiziv, fellout a ra da gKanomp Breizh skoazellañ ar ganerien hag al lazoù-kanañ da reiñ lañs en-dro d'ar pleustradegoù. Diverret eo bet, e-barzh ur fichenn titouriñ pleustreg, an evezhiadennoù hag ar jestroù diwall a zo da implij evit adkavout ar blijadur da ganañ seder asamblez. 

LENN AR FICHENN TITOURIÑ COMMENT REPRENDRE LE CHANT CHORAL DANS UN CONTEXTE COVID-19 ? 

KANOMP BREIZH ACCOMPAGNE LES CHORALES VERS LA REPRISE 

Après la période de confinement qui a vu l'arrêt de toutes les activités associatives, et particulièrement la cessation de toutes les formes de répétitions de chorales, Kanomp Breizh accompagne les chanteurs et les chorales vers une reprise progressive des répétitions, en récapitulant dans une fiche d'information pratique les conseils et mesures barrière qui s'imposent pour retrouver sereinement le plaisir de chanter ensemble. 

LIRE LA FICHE D'INFORMATION COMMENT REPRENDRE LE CHANT CHORAL DANS UN CONTEXTE COVID-19 ?


Kenleur
TEUZADUR KENDALC'H - WAR'L LEUR : BEVET KENLEUR ! 

Teuzet eo bet an diou kengevredigezh meur sevenadur Breizh, Kendalc'h ha War'l Leur. Asantet eo bet d'an unvaniezh-se d'ar 27 a viz even, gant o izili, e-pad un emvod-meur dreist-ordinal, lec'h ma eo bet diskuliet añv ar gengevredigezh nevez : Kenleur. 

Kanomp Breizh a zo ur c'hevread savet diwar komision Lazoù-kanañ a oa e Kendalc'h. Chomet eo Kanomp Breizh ezel eus Kendalc'h, ha chom a raio ezel eus Kenleur, 'lec'h ma vo ur c'h evread temetek, ezel eus kolaj ar c'hevreadoù. Labourat a raio da lakaat mouezh al lazoù-kanañ da vezañ klevet mat. 

Bevet Kenleur ! 

DIZOLOIÑ DIBAB AN AÑV

Kenleur
FUSION KENDALC'H - WAR'L LEUR. VIVE KENLEUR !

Les deux grandes confédérations de culture bretonne Kendalc'h et War'l Leur ont fusionné. La réunion des deux structures a été entérinée le 27 juin par leurs adhérents lors d'une Assemblée Générale Extraordinaire qui a également révélé le nom de la nouvelle confédération : Kenleur. 

Kanomp Breizh est une fédération issue de la commission Chant Choral de Kendalc'h, à laquelle elle est toujours restée affiliée. Kanomp Breizh restera membre de Kenleur en tant que fédération thématique, membre du collège des fédérations, et œuvrera pour faire entendre la voix des chorales au sein de cette instance. 

Longue vie à Kenleur ! 

DECOUVRIR LE CHOIX DU NOM

 

KANAÑ e BREZHONEG 2020 - UN DERVEZH STUMMADUR WAR AR VOUEZH HA WAR AR YEZH EVIT AN HOLL

Merkit diouzhtu war ho teizhiater deiz Kanañ e Brezhoneg 2020. Ar stummadur a zo digor d'an holl ganerien. Dalc'het e vo eus 
10e mintin, da 5egm d'ar sadorn 10 a viz here, e ti kengevredigezh Kenleur en Alre. 
War roll an dervezh :
Diouzh ar mintin, diou stal-labour da zibab etre : teknik ar vouezh pe distagañ ar yezh.
Goude merenn : Dizoloiñ holl asamblez an ton Neudenn Ruz 2021, Kenavo Mignoned ker. 

30€ eo an dervezh, 15€ evit izili lazoù-kanañ Kanomp Breizh. Gallout a rit lakaat hoh añv diouzhtu. 
Ur c'haffe degemer a vo profet gant Kanomp Breizh. Da greisteiz e vo kinniget un taoliad meuzioù yen. Ret e vo mirout ho fred. 

KARGIT AR FICHENN EÑSKRIVAÑ

KANAÑ e BREZHONEG 2020 - UNE JOURNEE DE FORMATION VOCALE ET LINGUISTIQUE POUR TOUS

Réservez dès à présent sur votre agenda la date de la journée Kanañ e Brezhoneg 2020. Cette formation ouverte à tous les choristes se déroulera de 10h à 17h le samedi 10 octobre à Auray, au siège de la confédération Kenleur. 
Au programme :
Deux ateliers au choix le matin : atelier technique vocale ou atelier langue.
L'après-midi : Découverte en commun du chant Fil Rouge 2021, Kenavo Mignoned ker

30€ la journée, 15€ pour les membres des chorales Kanomp Breizh. Vous pouvez vous inscrire dès à présent. 
Café d'accueil offert par Kanomp Breizh. Le midi, buffet traiteur, sur réservation. 

TELECHARGEZ LA FICHE D'INSCRIPTION


Skeudenn Kwiz
KWIZ : HAG ANAVEZOUT A RIT MAT KANOMP BREIZH HAG AR C'HAN A LIES-MOUEZH
E BREZHONEG ? Respondit ha gounezit profoù ! 

Peur eo bet savet ar c'hevread ? Gant piv eo aet Maout ar C'hrouidigezh evit ar wech kentañ ? Gant piv eo bet skrivet kanadenn Ar Marh Dall ? 
Da vare kantvet niverenn Keleier Kanomp Breizh kinniget eo ur C'HWIZ evit testiñ hoc’h anaoudegezh war ar c'hevread ha war ar c'han e brezhoneg. Profoù a zo da c'hounit ! Plasoù evit Breizh a Gan Kemper, d'ar 6 a viz kerzu, levrioù, pladennoù...

Ur guchenn vat eus ar respontoù a zo da gavout war lec'hienn kanompbreizh.bzh. Kit da furchal ! 
Ar respontoù a vo embannet e Keleier miz gwenngolo.

RESPONT D'AR KWIZ

Image Quiz
QUIZ : CONNAISSEZ-VOUS BIEN KANOMP BREIZH ET LE CHANT CHORAL BRETON ? 
Répondez et gagnez des cadeaux ! 

En quelle année la fédération a-t-elle été fondée ?  Quel chœur a remporté le Trophée de la Création pour la première fois ? Qui a écrit la cantate Ar Marh Dall ? A l'occasion de ce centième numéro du Keleier Kanomp Breizh, nous vous proposons un QUIZ pour tester vos connaissances sur la fédération et sur le chant choral breton. A la clé, des cadeaux à gagner ! Places pour le Breizh a Gan de Quimper le 6 décembre prochain, livres, CD...

Nombre des réponses sont à trouver sur le site kanompbreizh.bzh... Allez chercher !
Les réponses seront publiées dans le Keleier de septembre.
 


REPONDRE AU QUIZ

 

DISPAR ! CD AN ERMINIG & AN AEROUANT


An erminig hag an aerouant
CD an abadenn kinniget gant Laz-Kanañ Breizh ha laz-seniñ Paotred an Tan ar Morbihan evit lidañ al liammoù kozh etre Breizh ha Bro Gembre. 
War ar CD e vo kavet :
Kanadenn An Aval hag ar C'haliz, gant Laz-kanañ Breizh
Ton Bale Kadoudal, Highland Cathedral, Celtic Crest, Amazing Grace gant Bagad Pomperien ar Morbihan
Un dibab tonioù Bro Gembre gant Laz-kanañ Breizh ha Laz-seniñ Pomperien ar Morbihan : Kimiad, Kalon C'hlan, Doue Madelezus, A-Hed an Noz, Meulomp Doue, N'eus Doue all, An Heol o sevel

EVIT MONT D'OBER UN DRO ER STALIG      EVIT RAGPRENAÑ

EXCEPTIONNEL ! CD L'HERMINE & LE DRAGON 


L'Hermine et le Dragon
CD du spectacle donné par l’Ensemble choral de Bretagne et l’Orchestre et le bagad des Pompiers du Morbihan pour célébrer les relations ancestrales entre la Bretagne et le Pays de Galles. 
Le CD comprend :
La cantate an Aval hag ar C'haliz par l'Ensemble choral de Bretagne,
Ton Bale Kadoudal, Highland Cathedral, Celtic Crest, Amazing Grace par le Bagad des Pompiers du Morbihan
Une sélection de chants Gallois en breton par l'Ensemble choral de Bretagne et l'Orchestre des Pompiers du Morbihan : Kimiad, Kalon c'hlan, Doue Madelezus, A-Hed an noz, Meulomp Doue, N'eus Doue all, An Heol o sevel

POUR ALLER FAIRE UN TOUR A LA BOUTIQUE     POUR SOUSCRIRE

 

D'AL LENNERIEN 

Trugarez da lakaat ac'hanomp da c'houzout petra eo ho soñjoù war an newsletter-se, petra fellout a rafe deoc'h lenn e-barzh, ha kelaouit ac'hanomp war ho sonadegoù hag abadennoù ho laz-kanañ. 

Evit gouzout hirroc'h war oberiantizoù Kanomp Breizh, deuit da wellet al lec'hienn kanompbreizh.bzh 

AUX LECTEURS 

Merci de nous faire savoir ce que vous pensez de cette newsletter, de nous faire connaitre ce que vous souhaiteriez y voir figurer, et de nous informer sur vos concerts et les événements de vos chorales. 

Pour en savoir plus sur les activités de notre fédération, rendez-vous sur le site kanompbreizh.bzh 


__LINK__