Print the page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Federation of breton choirs
Scores
Newsletter
Research
To write to Kanomp Breizh
Plan
Diary

Newsletter

Newsletter n 102 November 2020

 

Bandeau Keleier Nov 2020


KANOMP BREIZH A JOM TOST OUZH AR GANERIEN A-HED AN EIL MAREAD KONIFINAÑ

Gant an eil maread koñfinañ-se, n'eo ket mui posubl evit al lazoù-kanañ en em vodañ hag evit ar goristed kaout plijadur o eskemm gant ar vignoned. Met chom a ra posubl kavout war lec'hienn Kanomp Breizh tonioù a bep-seurt, evit kenderc'hel da ganañ. Un doare plijus da lakaat dervezhioù miz du da dremen eo. War partotek al lec'hienn e vez kavet tro 230 ton e brezhoneg. Goulennit digant dilennidi ho laz-kanañ kaout ar c'hodoù mont e-barzh, hag e c'hellit profitañ eus folennoù-muzik digoust evit izili ar c'hevread. Posubl e chom ivez urzhiañ levrioù ha CDoù embannet gant ar c'hevread war stalig al lec'hienn.
Kas a reomp atav e-pad an amaer.

Chomit yac'h gant ho familh, ha diwallit !


KANOMP BREIZH RESTE AVEC LES CHANTEURS PENDANT LE DEUXIEME CONFINEMENT

Cette deuxième période de confinement empêche les chorales de se réunir pour leurs répétitions et les choristes d'apprécier les moments d'échange avec leurs amis chanteurs. Cependant, il reste possible de trouver sur le site de Kanomp Breizh de quoi chanter pour  passer les sombres journées du mois de novembre de façon agréable. La partothèque du site recèle quelque 230 chants en breton. Demandez les identifiants d'accès au responsable de votre chorale pour pouvoir profiter des partitions mises gratuitement à disposition par la fédération pour ses adhérents. Il reste également possible de commander les livres et CD édités par la fédération sur la boutique en ligne. Nous continuons les expéditions durant le confinement.

Portez-vous bien, prenez soin de vous et de vos proches !



HARPITIT SEVENADUR BREIZH O KAVOUT MENNOZIOÙ PROFOÙ NEDELEG WAR STALIG LEC'HIENN KANOMP BREIZH !

Klozet eo ar stalioù nested e-pad an amaer, met produioù Embannadurioù Kanomp Breizh a jom hegerz. War stalig lec'hienn Kanomp Breizh e vo kavet kalzh a vennozioù evit ho frofoù Nedeleg. N'eus nemet leuniañ ar boñ urzhiañ ha kas anezhañ da chomlec'h post Kanomp Breizh, asamblez gant ur chekenn a glot. Kas a reomp dre ar post diouzhtu pa vo resevet ar chekenn.

MONT WAR AR STALIG


SOUTENEZ LA CULTURE BRETONNE, TROUVEZ VOS IDEES DE CADEAUX DE NOËL DANS LA BOUTIQUE EN LIGNE DE KANOMP BREIZH !

Pendant le confinement, les commerces de proximité sont fermés, mais les produits des Editions Kanomp Breizh restent accessibles. Sur la boutique en ligne de notre site, vous trouverez de nombreuses idées de cadeaux de Noël. Remplissez le bon de commande et envoyez-le à l'adresse postale de Kanom Breizh accompagné du chèque correspondant. Nous assurons les envois postaux dès réception de votre règlement.

VOIR LA BOUTIQUE


39vet BREIZH A GAN - DIWEZHATAET E 2021

Skritell BAG 2020 Diwezhataet

E stad ar yerc'hed emaomp an deiz a hiziv, hag gant ar muzulioù diwezhañ lakaet e plas n'eo ket posubl aozañ na kinnig an 39vet Breizh a Gan, raktresset e iliz-veur sant Kaourintin Kemper, d'ar 6 a viz kerzu kentañ. Divizet eo bet lakaat an abadenn bloazh a zeu.
En em gavout a raio ar ganerien, ar sonerien hag an arvesterien d'ar sul 5 a viz kerzu 2021, da 3egm, er memes lec'h.
Kenderc'hel a rimp gant al lazoù-kanañ a zo war ar roll :
Aber al Liger, Kanerion an Oriant, Mouezh Paotred Breizh, Kanerien sant Meryn, ha Laz-Kanañ Breizh. Chom ivez war ar roll daouioù ograou ha bombard Olivier Struillou - Pascal Rode.


39ème BREIZH A GAN - REPORTÉ EN 2021

Affiche BAG 2020 reporté

Les conditions sanitaires actuelles et les dernières mesures mises en place rendent impossible la préparation et la tenue du 39ème Breizh a Gan, prévu en la cathédrale St Corentin de Quimper le 6 décembre prochain. La décision a donc été prise de reporter l'événement à l'an prochain.
Nous donnons rendez-vous aux chanteurs, aux musiciens et aux spectateurs le dimanche 5 décembre 2021, à 15h, au même endroit. Le programme est maintenu, avec les chœurs :
Aber al Liger, Kanerion an Oriant, Mouezh Paotred Breizh, Kanerien sant Meryn et l'Ensemble Choral de Bretagne. Le duo orgue et bombarde Olivier Struillou - Pascal Rode reste également programmé.

CD AN ERMINIG & AN AEROUANT - EMBANNET EO !

An erminig hag an aerouant

Prest eo ar CD a-benn ar fin. Kaset e vo a-benn neubeut d'ar re o doa paeet evit kaout anezhañ dre ar post. Evit ar re o doa goulennet kaout o skwerenn dorn a dorn dre o laz-kanañ, e vo ret gortoz un tammig hirroc'h evit selaou anezhañ. Posubl eo atav prenañ ar CD o vont war stalig Kanomp Breizh war al lec'hienn, pe o vont e darempred gant sekretourva ar c'hevread.

EVIT MONT D'OBER UN DRO ER STALIG     


CD L'HERMINE & LE DRAGON - IL EST PARU !

L'Hermine et le Dragon

Le CD est enfin prêt. Il sera envoyé prochainement aux personnes ayant souhaité l'envoi postal lors de la souscription. Pour les personnes qui ont réservé leur exemplaire en demandant la remise en main propre via la chorale, il faudra malheureusement attendre encore un peu pour l'écouter...
Il est toujours possible de l'acheter en allant sur la boutique du site, ou en contactant le bureau de Kanomp Breizh.

POUR ALLER FAIRE UN TOUR A LA BOUTIQUE   


KANAÑ e BREZHONEG 2020 - UN DERVEZH STUMMADUR WAR AR VOUEZH HA WAR AR YEZH EVIT AN HOLL
DIWEZHATAET D'AR 6 A VIZ C'HWEVRER 2021

Merkit diouzhtu war ho teizhiater deiz Kanañ e Brezhoneg 2020. Ar stummadur a zo digor d'an holl ganerien. Dalc'het e vo eus 
10e mintin, da 5egm d'ar sadorn 6 a viz c'hwevrer 2021, e ti kengevredigezh Kenleur en Alre. 
War roll an dervezh :
Diouzh ar mintin, diou stal-labour da zibab etre : teknik ar vouezh pe distagañ ar yezh.
Goude merenn : Dizoloiñ holl asamblez an ton Neudenn Ruz 2021, Kenavo Mignoned ker.


30€ eo an dervezh, 15€ evit izili lazoù-kanañ Kanomp Breizh. Gallout a rit lakaat hoh añv diouzhtu.

KARGIT AR FICHENN EÑSKRIVAÑ


KANAÑ e BREZH
ONEG 2020 - UNE JOURNEE DE FORMATION VOCALE ET LINGUISTIQUE POUR TOUS
REPORTEE AU  6 FEVRIER 2021

Réservez dès à présent sur votre agenda la date de la journée Kanañ e Brezhoneg 2020. Cette formation ouverte à tous les choristes se déroulera de 10h à 17h le samedi 6 février 2021 à Auray, au siège de la confédération Kenleur. 
Au programme :
Deux ateliers au choix le matin : atelier technique vocale ou atelier langue.
L'après-midi : Découverte en commun du chant Fil Rouge 2021, Kenavo Mignoned ker

30€ la journée, 15€ pour les membres des chorales Kanomp Breizh. Vous pouvez vous inscrire dès à présent. 


TELECHARGEZ LA FICHE D'INSCRIPTION



Skeudenn Kwiz
KWIZ : HAG ANAVEZOUT A RIT MAT KANOMP BREIZH HAG AR C'HAN A LIES-MOUEZH
E BREZHONEG ? 

LENN AR RESPONTOÙ WAR AL LEC'HIENN


Image Quiz
QUIZ : CONNAISSEZ-VOUS BIEN KANOMP BREIZH ET LE CHANT CHORAL BRETON ? 

LIRE LES REPONSES SUR LE SITE 

 


D'AL LENNERIEN
 

Trugarez da lakaat ac'hanomp da c'houzout petra eo ho soñjoù war an newsletter-se, petra fellout a rafe deoc'h lenn e-barzh, ha kelaouit ac'hanomp war ho sonadegoù hag abadennoù ho laz-kanañ. 

Evit gouzout hirroc'h war oberiantizoù Kanomp Breizh, deuit da wellet al lec'hienn kanompbreizh.bzh 


AUX LECTEURS 

Merci de nous faire savoir ce que vous pensez de cette newsletter, de nous faire connaitre ce que vous souhaiteriez y voir figurer, et de nous informer sur vos concerts et les événements de vos chorales. 

Pour en savoir plus sur les activités de notre fédération, rendez-vous sur le site kanompbreizh.bzh 


 
   
   
   
   
   

__LINK__