Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Stummadurioł

Kanań e Brezhoneg

Un dervezh stummadur war ar vouezh ha war ar yezh eo Kanañ e brezhoneg. Kinniget e vez bep bloazh da vare an diskar-amzer. War ar roll e vez kavet :

-          Diouzh ar mintin, diou stal labour da zibab : teknik ar vouezh (evit kordennadoù paotred ha kordennadoù merc’hed), pe yezh (al liammoù, ar pouezh-mouezh, digoradur ar vogalennou, labour war pozioù ur ganaouenn)

-          Goude merenn, pe ur brezegenn war un tem e liamm gant ar c’han, ar sonerezh hengounel pe ar sevenadur, pe pleustradeg a peder vouezh war ar c’han bet labouret ar yezh anezhañ diouzh ar mintin

Kinniget eo an dervezhiad da 20€, gant ur priz ispisial 10€ a zo evit izili Kanomp Breizh ha Kendalc’h.

atelier Helene Kervazo

 

atelier JC Le Ruyet

 

Stummadur rener laz-kanań ha rener kordennad

Ar stummadur a zo kinniget e pemp dervezh a-hed ar bloazh. An deizioù e 2020 : Disadorn d'ar 15 a viz c'hwevrer, d'an 11 a viz ebrel,  d'an 13 a viz even, d'an 19 a viz gwengolo ha d'ar 14 a viz du. 

Ar stummerien

Jean-Marie Airault, rener Mouezh Paotred Breizh (laz-kanañ bet añvet pemp gwech Kampion Breizh) ha Laz-kanañ Breizh.
Ieva Gravite, kelennerezh sonerezh. Heuliet e vo ar strollad ganti o seniñ ouzh ar piano.
Yves Clément, kelenner war teknik ar vouezh a gaso en-dro an trede dervezh.
Ul laz-kanañ evit en em stummañ a vo e-pad an daou zervezh diwezhat.

War roll ar stummadur

Pal ar pemp dervezh stummadur a c’hell bezañ rezisaet dre pevar ahel :

-          Respont d’ar goulennoù emañ o hortoz ar stajidi, dezho da vezañ dija rener kordennad o klask en em wellaad pe koristed c’hoant ganto ren ur c’hordennad evit skoazellañ o rener. Kompren petra a zo klasket gant pephini er stummadur, petra zo gortozet gant al laz-kanañ a gas un den er stummadur, sikour ar stajidi o teskiñ un neubeut reolennou war ar sonerezh solfej ha war al lusk a c’hellfe ober diouer dezho.

-          Reiñ d’ar stajidi diazezoù evit ren ur c’hordennad, skoazellañ anezho da gavoud enno pe da zeskiñ doareoù da lakaat anezho da ren ur strollad a un-vouezh pe a lies-vouezh.

-          Treuzkas skiantprenet ar stummerien evit en em zizoloiñ, evit kaoud fiziañs, dizoloiñ a re all, deskiñ da selaou ha bezañ selaouet.

-          Disgas d’ar stajidi un nebeud teknikou ar vouezh evit tremen e-biou d’un neubeut fazioù a c’hellfe bezañ gwallus evit ar ganerien a vo renet ganto.

 Priz

 

Frejoù pedagojikel

Frejoù dosier

 Stummadur en holl

Izili lazoù-kanañ ezel eus Kanomp Breizh

 10€ an dernvezh stummadur
 50€ en holl

 10€

 60,00€

Reou er maez ar c’hevread

 20€ en dervezh stummadur
 100€ en holl

 10€

 110,00€

 

Stummadur teknik ar c'horf hag ar vouezh

Doñvat implij ar partisionnoù hag heuliañ gwelloc'h ar rener 

Stal-labour kaset en-dro gant Geneviève MARCHAND
Bet arzourezh lourennek e Opera Lyon
Kelennerezh war ar c'han ha renerezh laz-kanañ
Stummet e orthofoni

Stummadur digoret d'an holl

Pal :
Gant ar stummadur, gallout a raio ar goristed kompren petra 'zo skrivet war o partisionnoù nonpas en un doare spered, met en un doare pleustr ha gwir. Graet eo an ergerzh en un doare c'hoarius oc'h ober gant kefluskadur ar c'horf (bale, skeiñ, lañsiñ). Evelse ne vo ket meizet ar vouezh. Pa vez gouest ar ganerien da gavout merkoù war ar partisionnoù, dont a reont ar partisionnoù ur gwir sikour. Ganto e vez aesaet ha buanet an deskiñ ha padout a raio pelloc'h. Aesoc'h eo sell ouzh ar rener en ur gouzout pelec'h omp war ar partision, ne sentomp ket kollet. 

 

Ur feson disheñvel :  

Implijet e vez anaoudegezh e neuroskiant o diazezañ ar c'hentelioù etre pezh a vez graet gant ur pemp bloazh bugel a dle tremen eus al langach komzet d'al langach skrivet. Eveltañ, a c'hell lavar hep lenn na skrivañ, gouzout a ra ar c'horist kanañ ha eilañ ar sonerezh klevet hep gouzout da vat petra eo. Gant ar poelladennoù kinniget e vez graet al liamm etre pezh e zo kanet ha pezh a zo skrivet. Evelse e vez graet e Kanada, Stadoù-Unanet, Bro Alamagn, Bro Saoz.

Pezh a vo graet :

–         poelladennoù ha c'hoarioù dre ar vouezh (« teknik ar vouezh » da skwer)

–         skoidigezh ar c'horf (aes tre)

–         poelladennoù dre selaou 

–         poelladennoù dre zell 

N'eus nemet ar blaz hag ar c'hwezh war ar pemp sañs a ne vo ket implijet met gallout a rafent kenlabourat gant ar sañsoù all evit sikour an eñvor. 

Renkadur :
Ur stal-labour bep miz eus 10e mintin beteg 12e30 hag eus 2e beteg 4e30 adaleg miz du. 
An deizioù : 9 a viz du, 7 a viz kerzu, 11 a viz genver, 8 a viz c'hwevrer, 7 a viz meurzh.
Niver a dud degemeret : 15 ar muiañ. 
Lec'h : Pondi

Proz : 50€ / dervezh – 200€ ar stummadur klok gant 5 dervezh

Priz ispisial evit izili Kanomp Breizh et Kendalc’h : 30€ / dervezh – 100€ ar stummadur klok


Dervezh Kanań e Brezhoneg 2019

D'ar sadorn 19 a viz here, e Kreizenn Amzer Nevez, Plañvour (56).

Kroget e vo da 10e, betek 5e gm. Degemeret e vo an dud gant ur banne kafe adalek 9e30 mintin. 

- Diouzh ar mintin e vo dibabet etre ur stal-labour teknik ar vouezh (gant Yves Clément) pe unan war ar yezh gant Alan Hervé ha Yann- Ber Thomin (labouret e vo ganto war pozioù ton Neudenn Ruz 2020 : Diwezhañ rozenn an Hañv")
- Goude merenn e vo dizoloet a peder vouezh an ton Neudenn Ruz 2020 "Diwhezañ rozenn an hañv" gant Yves Clément. 

Priz : 20€. Priz ispisial evit izili Kanomp Breizh ha Kendalc'h : 10€ 
Gallout a rit debriñ war ar plas da greisteiz : 13€ (nemet o ragprenañ).

Kargit ar fichenn eñskrivadur ha kasit en-dro gant ur chekenn, da chomlec'h ar c'hevread.
(E ti Yann-Ber Thomin, 200 ru ar Palud Bihan 29800 Landerne)
 

Priz : 20€, 10€ priz ispisial evit izili lazoù-kanañ Kanomp Breizh ha Kendalc'h.


Penaos lakaat oc'h ańv ?

Aes tre eo !

Kargit ar fichenn eñskrivadur ha kasit anezhi en-dro leuniet, asamblez gant ur chekenn e añv Kanomp Breizh,
da :
Kanomp Breizh
E ti YB Thomin
200 ru ar Palud Bihan
29800 Landerne

Fichenn eñskrivadur stummadur rener laz-kanañ - rener kordennad

Fichenn eñskrivadur stummadur teknik ar c'horf hag ar vouezh